| E parrez Langonned |
|
|
Kenavo ma zad, ma mamm, kenavo mignoned Kenavo deoc'h tud yaouank diouzh parrez Langonned Ne oa ket roet din da choaz dav oa din partial Kaset'oan war ar mor bras, kuitaet ma Breizh-Izel Me raen me ma finijenn da vintin betek noz Da servij ar c'hapiten o sonjal e bro gozh Un noznezh da hanter-eost deus kreiz ar vatimant Gwel't a resen ma mestrez a-barzh bro Morbihan Glebiet'oa ma daoulagad, an avel'oa uhel 'Barzh an henv'oa ar stered a daole din sklerijenn Ma vehen bet d'ar skolajo behe skrivet ul lizher Da gontan ma holl boanio ha ma brasan mizer
|


